» 
 » 
Bro Gozh Va Zadoù



Nolwenn Leroy - Bro Gozh Va Zadoù - Текст песни

" Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro ! 
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro. 
Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat, 
A skuilhas eviti o gwad. 
Refrain 
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. 
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro. 
Ra vezo digabestr ma Bro ! 
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed, 
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed, 
Pep menez, pep traonienn, d'am c'halon zo kaer, 
Enne kousk meur a Vreizhad taer ! 
Refrain 
Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv ; 
N'eus pobl ken kalonek a zindan an neñv, 
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno, 
O ! pegen kaer ec'h out, ma Bro ! 
Refrain 
Mar d'eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras, 
He yezh a zo bepred ken beo ha bizkoazh, 
He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz, 
Dihunet out bremañ, ma Breizh
   
Другие композиции этого автора:
Другие материалы по этой песне:
  • Текст (слова)

https://primanota.net/nolwenn-leroy/bro-gozh-va-zadou-lyrics.htm